Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 29:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 29:26
28 Referencias Cruzadas  

An aberzhour Jehojada a roas urzhioù d'ar pennoù a gantoù a rene an arme, hag e lavaras dezho: Kasit anezhi er-maez eus ar renkoù, ha ra vo lakaet d'ar marv dre ar c'hleze an hini a yelo war he lerc'h! Met an aberzhour en doa lavaret: Ne lakait ket anezhi d'ar marv e ti an AOTROU.


Holl bobl ar vro a yeas da di Baal, hag e tiskarjont anezhañ, e torrjont a-grenn e aoterioù hag e skeudennoù, e lazhjont dirak an aoterioù Matan aberzhour Baal. An aberzhour a lakaas gwarded e ti an AOTROU.


Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.


Asa a voe kounnaret a-enep ar gwelour, hag e lakaas anezhañ en toull-bac'h, rak fuloret e oa en e enep diwar-benn-se. Asa a wallgasas ivez darn eus ar bobl er mare-se.


ha lavarit: Evel-henn en deus lavaret ar roue: Lakait an den-mañ en toull-bac'h, ha bevit-eñ gant bara ar glac'har ha dour ar glac'har, betek ma tistroin e peoc'h.


ha bremañ, perak ne'c'h eus ket gourdrouzet Jeremiaz eus Anatod a ro profediezhoù deoc'h,


Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.


Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.


Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?


E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.


Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?


Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N’eo ket evit un ober mat e veinataomp ac’hanout, met evit ur gwallgomz: rak n’out nemet un den, hag en em rez Doue.


Ha brasoc’h out eget Abraham hon tad hag a zo marv? Ar brofeded ivez a zo marv. Da biv e fell dit en em dremen?


O vezañ bet an urzh-se, hemañ o zaolas er prizon a-ziabarzh hag a ereas o zreid gant hualoù.


Ouzh o c’hastizañ alies en holl sinagogennoù, em eus lakaet anezho da vallozhiñ. Leuniet gant ur gounnar vras a-enep dezho, em eus heskinet anezho betek er c’hêrioù estren.


Evel ma komze evel-se evit e zifenn, Festuz a lavaras gant ur vouezh kreñv: Kollet ec’h eus da skiant, Paol! Da c’houiziegezh vras a laka ac’hanout da ziskiantañ!


Met e lavaras: Ne’m eus ket kollet ar skiant, Festuz mat meurbet, met lavarout a ran traoù gwir hag a skiant vat.


Evel ma komzent ouzh ar bobl, ar veleien, kabiten an templ hag ar sadukeiz a zeuas d’o c’havout,


O kregiñ en ebestel, e lakajont anezho er prizon publik.


Ar beleg-meur, kabiten an templ hag ar veleien vras, o klevout ar gerioù-se, ne ouient petra da soñjal diwar o fenn na petra a dlee c’hoarvezout war gement-se.


met diskennet e oan en ur baner dre ur prenestr, a-hed ar voger, hag em eus tech’et diouzh o daouarn.


Na’z pez ket aon rak netra eus an traoù az po da c’houzañv. Setu, an diaoul a ya da deurel hiniennoù ac’hanoc’h er prizon evit ma viot amprouet, hag ho po un trubuilh e-pad dek devezh. Bez feal betek ar marv, hag e roin dit ar gurunenn a vuhez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos