Hag evel ma komze ouzh ar roue, ar roue a lavaras dezhañ: Hag out bet lakaet da guzulier ar roue? En em denn! Perak e vefe skoet warnout? Ar profed en em dennas en ur lavarout: Gouzout a ran en deus divizet Doue da zistrujañ ac'hanout, dre ma ec'h eus graet-se ha ne'c'h eus ket selaouet va ali.
An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,
En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!
Bez’ e voent a-du gant e ali. O vezañ galvet an ebestel ha goude bezañ lakaet o skourjezañ, e tifennjont outo komz en anv Jezuz hag e lezjont anezho da vont kuit.