Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
Mazhev 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Adalek amzer Yann betek vremañ, rouantelezh an neñvoù a zo kemeret dre nerzh hag ar re daer eo he c’hemer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes abaoe amzer Ian ar Badezour bete vreman, rouantelez an envou a vez kemeret dre fors, hag an dud violant eo a gemer anezhi. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs a houdé déieu Yehan‐er‐Badéhour, betig vremen, Ranteleah en Nean e zou bet queméret dré nerh, ag en dud nerhus e guemér anehou. |
Me a lavar deoc’h e gwirionez, e-touez ar re a zo bet ganet gant gwragez, n’eus bet savet hini brasoc’h eget Yann-Vadezour. Koulskoude, an hini bihanañ e rouantelezh an neñvoù a zo brasoc’h egetañ.
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.
Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.
rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac’haet, n’eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc’h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc’h c’hoazh pa’z on ezvezant, labourit d’ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,