Ha pe vou unan benac ha n’hou diguemérou quet, ha ne cheleuou quet d’oh hou conzeu, arlerh en dout lézet en ty‐sé pé er gær‐sé, hunjet er houssiadur ag hou treid.
Hag e hejis va dilhad, hag e lavaris: Ra hejo Doue evel-se eus e di hag eus e labour pep den na raio ket hervez ar gomz-se, ha ra vo evel-se hejet ha goullonderet. Hag ar vodadeg a-bezh a lavaras: Amen! Hag e veuljont an AOTROU. Hag ar bobl a reas hervez ar gomz-se.
P’en em gavo tud n’ho tegemerint ket ha n’ho selaouint ket, pa’z eot kuit ac’hano, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da Sodom ha da C’homora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.
Piv bennak a zegemer unan eus ar vugale vihan-mañ em anv a zegemer ac’hanon, ha piv bennak a zegemer ac’hanon, n’eo ket me eo a zegemer, met an hini en deus va c’haset.
hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac’hanon. Ha piv bennak a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset. Rak an hini ac’hanoc’h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a zegemer an hini am bo kaset a zegemer ac’hanon, hag an hini a zegemer ac’hanon a zegemer an hini en deus va c’haset.
Met evel ma’c’h enebjont outañ ha ma vallozhjont, ec’h hejas e zilhad hag e lavaras dezho: Ra gouezho ho kwad war ho penn! Naet on anezhañ. Diwar vremañ ez in etrezek ar baganed.