Sant Marc 9:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe aet en ti, e ziskibien a c’houlennas digantañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe eat Jesus en ti, he ziskibien a c’houlennaz diganthan a‐gostez: Perag n’hon euz‐ni ket gallet kas kuit an drouk‐spered‐se? |
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.
Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c’houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se.
Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c’hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.