Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.
Sant Marc 9:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met Jezuz, o kemer e zorn, a reas dezhañ sevel. Hag e chomas en e sav. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus, o kemeret he zorn, a reaz dezhan sevel; hag e choumaz en he za. |
Rak me eo an AOTROU da Zoue, me a grogin ez torn dehou, hag e lavarin dit: Na'z pez ket aon, da sikour a rin.
Goude ma voe bet kaset an dud-se er-maez, e kemeras dorn ar plac’h yaouank hag hi a savas.
Neuze e tostaas hag, en ur gemer he dorn, e lakaas anezhi da sevel. An derzhienn a yeas kuit diouzhtu diouti, hag hi a servijas anezho.
Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.
Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.
Mont a reas kuit o leuskel ur griadenn vras hag o tifretañ anezhañ gant nerzh. Ar bugel a zeuas evel marv, en hevelep doare ma lavare meur a hini: Marv eo.
Pa voe aet en ti, e ziskibien a c’houlennas digantañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?
Ar c’habiten, o kregiñ e zorn hag o vezañ aet gantañ a-du, a c’houlennas digantañ: Petra ac’h eus da zisklêriañ din?
O vezañ e gemeret gant e zorn dehou, e savas anezhañ. Kerkent e zaoudroad hag e zaouufern a startaas.
Eñ, o reiñ dezhi e zorn, he savas. O vezañ galvet ar sent hag an intañvezed, e tiskouezas anezhi bev dezho.