Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Sant Marc 8:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ e oa ivez peskedigoù hag, o vezañ o benniget, e c’hourc’hemennas o reiñ ivez dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Beza ho doa ive eun neubeut peskedigou; ha Jesus, o veza rentet grasou, a lavaraz lakaad anezhe ive dirazhe. |
Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien evit m’o lodennjent. Hag o lodennjont d’ar bobl.
Perak e sellez ouzh ar blouzenn a zo e lagad da vreur, ha ne welez ket an treust a zo en da lagad da-unan?
Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n’hoc’h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.