Sant Marc 8:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e tifennaz stard outhe lavaret da zen e‐bed an dra‐man divar he ben. |
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
Hag e kasas anezhañ d’e di, o lavarout: N’a ket er bourc’h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc’h.
Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.