Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 16:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Neuze e tifennas gwall start outo lavarout da zen e oa eñ, Jezuz ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

20 Neuze e c’hourc’hemenaz d’he ziskibien na lavarjent da zen e oa hen ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

20 Nezé ean e zivennas é zisciplèd larein de zén penaus e oé ean Jesus‐Chrouist.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 16:20
16 Referencias Cruzadas  

Jakob a voe tad da Jozef, pried Mari, eo bet ganet anezhi Jezuz, galvet Krist.


Simon-Pêr a respontas: Te eo ar C’hrist, Mab an Doue bev.


Evel ma tiskennent eus ar menez, Jezuz a roas dezho ar gourc’hemenn-mañ: Na gomzit da zen eus ar weledigezh-mañ, ken na vo adsavet Mab an den a-douez ar re varv.


Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.


Hag e tifennas gwall start outo lavarout kement-se anezhañ da zen.


Evel ma tiskennent eus ar menez, e tifennas outo lavarout da zen ar pezh o doa gwelet, ken na vije Mab an den adsavet a-douez ar re varv.


Rak ganet eo bet hiziv deoc’h e kêr David ur Salver, ar C’hrist hag an Aotrou eo.


Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,


Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d’ar c’houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.


Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C’hrist.


Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.


Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.


met an traoù-mañ a zo skrivet evit ma kredot penaos Jezuz a zo ar C’hrist, Mab Doue, hag o krediñ ma ho po ar vuhez en e anv.


Ra ouezo holl di Israel eta a-dra-sur penaos en deus Doue graet Aotrou ha Krist ar Jezuz-se hoc’h eus staget ouzh ar groaz.


Piv a zo gaouiat, ma n’eo an hini a nac’h ez eo Jezuz ar C’hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac’h an Tad hag ar Mab.


Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos