Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 16:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Reiñ a rin dit alc’houezioù rouantelezh an neñvoù, ar pezh a erei war an douar a vo ereet en neñvoù, hag ar pezh a zierei war an douar a vo diereet en neñvoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Ha me a roio d’id alc’houeziou rouantelez an envou; ha kement a liammi var an douar a vezo liammet en envou; ha kement a ziliammi var an douar a vezo diliammet en envou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

19 Ha me rei d’oh en alhuéieu a Ranteleah en Nean. Hag ol er péh e ariehet arh en douar, e vou ariet én Nean, hag ol er péh e ziariehet arh en douar, e vou diariet én Nean.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 16:19
14 Referencias Cruzadas  

Lakaat a rin war e skoaz alc'hwez ti David, digeriñ a raio ha den ne serro, serriñ a raio ha den ne zigoro.


Me a lavar deoc’h e gwirionez, ar pezh a ereot war an douar a vo ereet en neñv, hag ar pezh a ziereot war an douar a vo diereet en neñv.


D’ar re e pardonot o fec’hedoù, e vint pardonet dezho, ha d’ar re o dalc’hot, e vint dalc’het dezho.


Evel ma oa ur breud bras, Pêr a savas hag a lavaras dezho: Tud breudeur, anavezout a rit penaos pell amzer’ zo en deus Doue va dibabet en hon touez, evit ma klevje ar baganed dre va genoù ger an Aviel ha ma kredjent.


D’an hini eta a bardonit, e pardonan ivez dezhañ, hag evidon ar pezh am eus pardonet, mar em eus pardonet un dra bennak, eo abalamour deoc’h dirak Krist,


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.


Ar galloud o deus da serriñ an neñv evit na raio ket a c’hlav e-pad ma tiouganint, hag ar galloud o deus da dreiñ an doureier e gwad ha da skeiñ an douar a bep seurt goulioù bep gwech ma fello dezho.


Skriv da ael Iliz Filadelfia: Setu ar pezh a lavar ar Sant, ar Gwirion, an hini en deus alc’houez David, an hini a zigor ha den ne serr, hag an hini a serr ha den ne zigor:


Ar pempvet ael a sonas, hag e welis ur steredenn a oa kouezhet eus an neñv war an douar. Alc’houez puñs an donder a voe roet dezhañ,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos