Sant Marc 8:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kasas anezhañ d’e di, o lavarout: N’a ket er bourc’h ha na lavar ket an dra-mañ da zen eus ar bourc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kassaz anezhan d’he di, en eur lavaret dezhan: Diwall da vond d’ar bourg, na da lavaret kement‐man da zen e‐bed euz ar bourg. |
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: Kemer evezh na lavari an dra-mañ da zen, met kae, en em ziskouez d’ar beleg ha kinnig ar prof en deus Moizez gourc’hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
Hag o daoulagad a voe digoret. Jezuz a reas dezho an difenn start-mañ: Diwallit na ouefe den an dra-se.
Hag ec’h urzhias start dezho na lavarjent kement-se da zen, hag e c’hourc’hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
Difenn a reas outo na lavarjent kement-se da zen, met mui e tifenne outo, seul vui e vrudent anezhañ.
Kemer a reas dorn an dall hag en kasas er-maez eus ar bourc’h. Krañch a lakaas war e zaoulagad hag, o vezañ lakaet e zaouarn warnañ, e c’houlennas digantañ hag eñ a wele un dra bennak.
Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat.