La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 7:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met en aner eo ec’h enoront ac’hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc’hemennoù tud.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes en ven eo ec’h henoront ac’hanoun, o tiski doctrinou pere a zo gourc’hemenou tud.

Ver Capítulo



Sant Marc 7:7
15 Referencias Cruzadas  

Lavaret en deus an AOTROU: Dre ma tosta ar bobl-mañ ouzhin gant o genoù, dre ma enor ac'hanon gant o muzelloù, met diouzhin e pellaont o c'halon, ha dre ma'z eo kelennet o doujañs ouzhin dre c'hourc'hemennoù tud,


Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù.


Met en aner eo ec’h enoront ac’hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc’hemennoù tud.


Pa bedit, n’en em servijit ket a adlavarioù aner evel ar baganed, rak e kredont ez eo dre galz a gomzoù e vint selaouet.


Ma n’eo ket Krist adsavet a varv, hor prezegerezh a zo eta aner hag ho feiz a zo aner ivez.


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Mirout a reot an holl draoù a c'hourc'hemennan dit hag e reot diouto, ha ne lakaiot netra ouzhpenn enno ha ne lammot netra diouto.


urzhiadurioù a dro holl da fall dre o implij, hag a zo hervez gourc’hemennoù ha kredennoù an dud?


Met diwall diouzh ar c’hudennoù diskiant, al lignezoù, an tabutoù, an enebiezh diwar-benn al lezenn, rak aner int ha didalvoud.


Mar soñj unan bennak ac’hanoc’h bezañ relijius ha ne vestroni ket e deod met e trompl e galon, relijion an den-se a zo didalvez.


Ha fellout a ra dit anavezout, o den aner, ez eo marv ar feiz hep an oberoù?


Testeniañ a ran da biv bennak a glev gerioù diougan al levr-mañ, mar laka unan bennak un dra bennak ouzhpenn ennañ, Doue a lakaio ouzpenn warnañ ar goulioù skrivet el levr-mañ.


Na zistroit ket a-se, rak kement-se a vefe mont war-lerc'h traoù a netra, na rofent gounid ebet deoc'h, ha na zieubfent ket ac'hanoc'h, peogwir ez int traoù a netra.