Sant Marc 7:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe aet en ti, goude bezañ kuitaet ar bobl, e ziskibien a c’houlennas outañ petra oa ar barabolenn-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pa oe eat en ti, goude beza kuiteet ar bobl, he ziskibien a interrojaz anezhan divarben ar barabolen‐ze. |
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.
Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Eñ a lavaras dezho: Ha bez’ oc’h eta c’hwi ivez hep skiant? Ne gomprenit ket penaos kement tra a zo er-maez hag a antre en den ne c’hell ket e lousaat?
Pa voe aet en ti, e ziskibien a c’houlennas digantañ a-du: Perak n’hon eus ket gallet kas kuit anezhañ?