Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Sant Marc 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak Moizez en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Henor da dad ha da vam; ha piou‐benag a daolo malloz var he dad pe var he vam ra vezo lakeat d’ar maro; mes c’houi a lavar: |
Enor da dad ha da vamm evit ma vo hiraet da zeizioù war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.
Lagad an hini a ra goap ouzh e dad hag a zispriz kelennoù e vamm, a vo toullet gant brini an traoñ, ha re vihan an erer a zebro anezhañ.
Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv; milliget en devo e dad pe e vamm, e wad a vo warnañ.
Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.
Anavezout a rez ar gourc’hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a fals-testeni; na ra ket a faosoni; enor da dad ha da vamm.
Enor da dad ha da vamm, evel m'en deus gourc'hemennet dit an AOTROU da Zoue, evit ma vo hiraet da zeizioù ha ma vi eürus war an douar a ro dit an AOTROU da Zoue.