An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.
Sant Marc 6:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: Roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. Hag e respontjont dezhañ: Mont a rafemp da brenañ evit daou c’hant diner a vara, evit reiñ dezho da zebriñ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Roit c’houi hoc’h‐unan da zibri dezhe. Hag e leverjont dezhan: Ha mond a rankimp‐ni da brena evit daou c’hant diner a vara, evit rei dezhe da zibri? |
An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.
A-belec'h em bo kig da reiñ d'an holl bobl-mañ? Rak gouelañ a reont dirazon o lavarout: Ro deomp kig da zebriñ!
Jezuz a lavaras dezho: N’o deus ket ezhomm da vont kuit, roit hoc’h-unan da zebriñ dezho.
Goude ma voe aet kuit, ar servijer-mañ a gavas unan eus e genvreudeur a dlee dezhañ kant diner. O kregiñ ennañ, e waskas e c’houzoug en ur lavarout: Pae ar pezh a dleez din.
kas anezho kuit, evit ma’z aint er c’hêrioùigoù hag er bourc’hioù tro-war-dro ha ma prenint bara, rak n’o deus netra da zebriñ.
Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc’h eus? It ha sellit. P’o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk.
Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N’hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.