Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 7:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 An ofiser ma en em harpe ar roue war e zorn, a respontas da zen Doue o lavarout: Pa rafe an AOTROU prenestroù en neñvoù, hag e c'hoarvezo kement-se? Elizea a lavaras: Setu, e welout a ri gant da zaoulagad, met ne zebri ket diouto.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 7:2
17 Referencias Cruzadas  

Er bloavezh c'hwec'h kant eus buhez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz eus ar miz, en deiz-se, mammennoù an donder bras a strinkas ha stouvelloù an neñvoù a zigoras.


Ra fello d'an AOTROU pardoniñ kement-mañ da'z servijer: pa'z aio va mestr da di Rimmon evit stouiñ eno, ha ma en em harpo war va dorn, me a stouo e ti Rimmon. Ra fello d'an AOTROU pardoniñ da'z servijer, pa stouin e ti Rimmon.


Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.


Adarre en em lakajont da demptañ Doue, da atahinañ Sant Israel.


Kêrbenn Efraim eo Samaria, penn Samaria eo mab Remalia. Ha ma ne gredit ket, ne badot ket.


en abeg da-se, evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da gastizañ Shemaja an Nekelamad hag e lignez; n'en devo den o chom e-touez ar bobl-mañ, ha ne welo ket ar mad a rin da'm fobl, eme an AOTROU, rak en deus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


Degasit an holl zeogoù da di an teñzor, evit ma vo bevañs em zi. Va amprouit e kement-se, eme AOTROU an armeoù, daoust ha ne zigorin ket skluzioù an neñvoù, ha ne skuilhin ket warnoc'h ar vennozh hep muzul.


A-belec'h em bo kig da reiñ d'an holl bobl-mañ? Rak gouelañ a reont dirazon o lavarout: Ro deomp kig da zebriñ!


Doue n'eo ket un den evit gaouiadiñ, nag ur mab-den evit kaout keuz. Lavaret en deus, ha ne raio ket? Komzet en deus, ha ne gaso ket da benn?


Petra eta mar d-eus hiniennoù ha n’o deus ket kredet, daoust hag o diskredoni a gaso da netra fealded Doue?


Pign war-lein ar Pisga, sav da zaoulagad war-zu ar c'huzh-heol ha war-zu an hanternoz ha war-zu ar c'hreisteiz ha war-zu ar sav-heol, ha sell gant da zaoulagad; met ne dremeni ket ar Jordan-se.


mar d-omp difeal, e chom feal, ne c’hell ket en em nac’h e-unan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos