Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Rouned 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Elizea a lavaras: Selaouit komz an AOTROU: Evel-henn e komz an AOTROU: Warc'hoazh d'an eur-mañ, ur sea flour bleud a vo evit ur sikl, ha daou sea heiz evit ur sikl, e-tal dor Samaria.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 7:1
19 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras: Setu perak, selaou ger an AOTROU: Gwelet em eus an AOTROU azezet war e dron, hag holl arme an neñvoù en em zalc'he a-zehou hag a-gleiz dezhañ.


Neuze Izaia a lavaras da Ezekiaz: Selaou komz AOTROU:


Neuze e teuas eus Baal-Shalisha un den a zegasas da zen Doue bara ar frouezh kentañ, ugent baraenn heiz hag ed kentañ en e sac'h. Elizea a lavaras: Ro d'an dud-se, ma tebrint.


Bez' e voe un naonegezh vras e Samaria, ha setu, e oa sezizet ken tost ma oa gwerzhet ur penn azen pevar-ugent sikl arc'hant, hag ur c'hard eus ur c'hab kaoc'h koulm pemp sikl arc'hant.


Evel ma komze c'hoazh, setu, ar c'hannad, o tiskenn d'e gavout, a lavaras: Setu, an droug-mañ a zeu a-berzh an AOTROU. Petra ken am eus da c'hortoz a-berzh an AOTROU?


Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a breizhas kamp ar Siriz, e doare ma voe ur sea flour bleud evit ur sikl ha daou sea heiz evit ur sikl, hervez komz an AOTROU.


Ur stêr hag he gwazhioù a laouena kêr Doue, lec'h santel chomlec'h an Uhel-Meurbet.


Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.


Klevet em eus grozmoloù mibien Israel. Komz outo ha lavar: Etre an daou abardaez e tebrot kig ha da veure e viot gwalc'het a vara, hag e ouiot penaos on an AOTROU ho Toue.


Lakaat a rin un diforc'h etre va fobl ha da bobl. Warc'hoazh en em gavo ar sin-se.


Selaouit komz an AOTROU, pennoù Sodom! Roit ho skouarn da lezenn hon Doue, pobl Gomora!


Hag e lavaras din: Mab an den, profediñ a ri war an eskern-se hag e lavari: Eskern disec'het, selaouit ouzh komz an AOTROU.


Bez’ ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?


Jozue a lavaras d'ar bobl: En em santelait, rak warc'hoazh an AOTROU a raio en ho touez traoù burzhudus.


Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c’hoiniks gwinizh evit un diner ha tri c’hoiniks heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.


Goude e lavarjont d'ar gannaded a oa deuet: Evel-henn e lavarot da dud Jabez-Galaad: Dieubet e viot warc'hoazh, pa vo an heol en e nerzh. Ar gannaded a zistroas hag a zisklêrias-se da dud Jabez, a voe laouenaet a gement-se.


Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos