Naaman, penn arme roue Siria, a oa un den a-bouez hag enoret e-kichen e aotrou, rak an AOTROU en doa dieubet ar Siriz drezañ. Met an den kadarn ha kalonek-mañ a oa un den lovr.
Mar lavaromp: Deomp e kêr, an naonegezh a zo e kêr hag e varvimp eno. Mar chomomp amañ, e varvimp ivez. Deuit eta hag e ruzimp e kamp ar Siriz. Mar hol lezont da vevañ, e vevimp, ha mar hol lakaont d'ar marv, e varvimp.
Perak e varvfec'h, te ha da bobl, dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn, evel m'en deus lavaret an AOTROU diwar-benn ar vroad na servijo ket roue Babilon?
Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krañchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennañ.