Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.
Sant Marc 6:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Merc’h Herodiaz, o vezañ deuet, a zañsas, hag a blijas da Herodez ha d’ar re a oa azezet gantañ. Ar roue a lavaras d’ar plac’h yaouank: Goulenn diganin ar pezh a gari hag en roin dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Merc’h Herodias a antreaz eno, hag o veza danset, ha plijet da Herodes ha d’ar re a oa azezet ouz taol ganthan, ar roue a lavaraz d’ar plac’h yaouank: Goulen diganen ar pez a giri, hag hen roin d’id. |
Belshazar, o vezañ tañvaet ar gwin, a c'hourc'hemennas degas al listri aour hag arc'hant en doa lamet Nebukadnezar e dad diouzh templ Jeruzalem, evit ma evfe enno ar roue, e re vras, e wragez hag e serc'hed.
o lavarout: Ni hon eus sonet deoc’h ar fleüt ha n’hoc’h eus ket dañset, ni hon eus kanet deoc’h hirvoudoù ha n’hoc’h eus ket douget kañv.
Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,
Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,