Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 14:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Met da zeiz ganedigezh Herodez, merc’h Herodiaz a zañsas dirazo, hag a blijas da Herodez,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Mes da deiz ginidigez Herodes, merc’h Herodias a zansaz dirazhe, hag e plijaz da Herodes;

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

6 Mæs en dé a ganedigueah Herod, merc’h Herodias e gorollas dirac en dud, hag hi e pligeas de Herod.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 14:6
21 Referencias Cruzadas  

An trede deiz, deiz-ha-bloaz Faraon, e reas ur fest d'e holl servijerien hag e savas penn an hanafer bras ha penn ar baraer bras e-kreiz e servijerien.


Ar roue a reas ur fest bras evit e holl briñsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d'ar proviñsoù, ha donezonoù hervez largentez ar roue.


Rak Herodez en doa kaset da gemer Yann hag en doa e ereet ha lakaet er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur,


en hevelep doare ma roas e c’her dezhi gant le penaos e roje dezhi ar pezh a c’houlennje.


Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d’e intañvez evit sevel ul lignez d’e vreur.


Ar roue Herodez a glevas komz anezhañ, rak e anv a oa brudet bras. Lavarout a reas: Yann-Vadezour a zo adsavet a-douez ar re varv, ha setu perak en em ra kalz a virakloù drezañ.


Rak Herodez e-unan en doa kaset da gemer Yann hag en doa graet e eren er prizon abalamour da Herodiaz, gwreg Filip e vreur, dre m’en doa he dimezet,


Herodiaz he doa droug outañ hag a c’hoantae e lakaat d’ar marv. Met ne c’helle ket,


Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.


En deiz-se, e teuas d’e gavout hiniennoù eus ar farizianed, o lavarout dezhañ: En em denn ac’hann ha kae kuit, rak Herodez a fell dezhañ da lazhañ.


Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.


O vezañ gouezet e oa eus dalc’h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.


Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,


Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet,


Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.


En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos