Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Sant Marc 5:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent ha m’en doe Jezuz klevet kement-se, e lavaras da benn ar sinagogenn: Na’z pez ket aon, kred hepken. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kerkent ha m’hen doe Jesus klevet ar gomz‐ze, e lavaraz da chef ar sinagog: Bez hep aoun, cred hep‐ken. |
Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Evel ma lavare dezho an traoù-se, setu, ur penn a zeuas hag en em stouas dirazañ, en ur lavarout: Va merc’h a zo o paouez mervel, met deus da lakaat da zaouarn warni, hag e vevo.
Setu, unan eus pennoù ar sinagogenn, anvet Jairuz, a zeuas, hag o vezañ e welet, en em daolas d’e dreid
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Met Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Na’z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac’haet.
Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue?