en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,
Sant Marc 5:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kerkent ha ma tiskennas eus ar vag, un den dalc’het gant ur spered hudur a zeuas eus ar bezioù d’e gavout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kerkent ha ma oe diskennet Jesus euz ar vag, e teuaz d’he zialben eun den a oa o tond euz ar beziou, hag a oa possedet gant eur spered impur. |
en em zalc'h er bezioù, a dremen an nozvezhioù e kevioù, a zebr kig moc'h, a gendalc'h meuzioù hudur en o listri,
Neuze ar spered hudur en hejas start hag, o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit dioutañ.
Eñ a lavaras d’e ziskibien derc’hel prest ur vag dezhañ, abalamour d’ar bobl vras-se, gant aon na vije re wasket ganto.
Jezuz en em lakaas c’hoazh da gelenn e-tal ar mor. Ur bobl vras o vezañ en em zastumet en e gichen, e pignas en ur vag hag ec’h azezas enni. An holl bobl a oa war an douar e-tal ar mor.
Ha goude bezañ kaset kuit ar bobl, e tegasjont Jezuz er vag m’edo enni. Bez’ e oa ivez bagoù bihan all ouzh e ambroug.
Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.
Rak ur wreg, a oa trec’het he merc’h gant un spered hudur, o vezañ klevet komz dioutañ, a zeuas hag en em daolas d’e dreid.
Pa voe Jezuz diskennet d’an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc’het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d’an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c’hourdrouzas ar spered hudur, a yac’haas ar bugel hag en roas d’e dad.