Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.
Sant Marc 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag an holl ziaouled en pedas o lavarout: Kas ac’hanomp er moc’h-se, evit ma’z aimp enno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an holl drouk‐sperejou a bede anezhan, en eur lavaret: Kas ac’hanomp er moc’h‐ze, evit ma’z aimp enhe. Ha rag‐tal Jesus a bermetaz dezhe. |
Met astenn da zorn ha sko war e eskern hag war e gig, hag e villigo ac'hanout en da zremm.
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.
Raktal Jezuz o lezas da vont. Hag ar speredoù hudur-mañ, o vezañ aet er-maez, a yeas er moc’h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec’h uhel-se er mor, hag e oant beuzet er mor. Bez’ e oa anezho war-dro daou vil.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.