Sant Marc 4:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras dezho: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e lavaraz dezhe: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet. |
Pa voe e-unan, ar re a oa en-dro dezhañ gant an daouzek a c’houlennas digantañ diwar-benn ar barabolenn-se.
Ul lodenn all a gouezhas en douar mat, hag e roas frouezh o sevel hag o kreskiñ, en hevelep doare ma roas ur c’hreunenn tregont, unan all tri-ugent, unan all kant.
Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d’an neb en deus, met an hini n’en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. An hini a drec’ho ne vo ket gloazet gant an eil marv.
An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.