Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Sant Marc 4:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se, pa voe deuet an noz, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En devez‐se, pa oe deuet an abardaez, e lavaraz dezhe: Tremenomp en tu all d’ar mor. |
Kerkent goude, Jezuz a lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Jezuz o vezañ adarre treuzet ar mor er vag hag aet d’an tu all, ur bobl vras en em zastumas en-dro dezhañ. Tost d’ar mor e oa.
Kerkent goude, e lakaas e ziskibien da vont er vag ha d’e ziaraogiñ en tu all, etrezek Betsaida, e-pad ma kasje ar bobl en o hent.
Un devezh ma’z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d’al lenn. Hag ez ejont.
Hag e lavaras dezho: Pelec’h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d’egile: Piv eo eta hemañ, a c’hourc’hemenn zoken d’an avel ha d’an dour, hag e sentont outañ?
O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d’ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c’hoazh deuet d’o c’havout.
O vezañ e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?