Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Sant Marc 4:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma’z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m’o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c’halonoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou; |
Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Diskouez a reas din Jozue an aberzhour-meur, en e sav dirak ael an AOTROU, ha Satan en em zalc'he a-zehou dezhañ, evit e damall.
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d’e bark, unan all d’e genwerzh,
Neuze Jezuz a lavaras dezhañ: A-dreñv, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.
En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c’halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.
Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?
Emziskouez an hini fallakr-se a c’hoarvezo dre oberenn Satan, gant pep seurt galloud, gant sinoù ha burzhudoù faos,
ha ra ne vo gastaouer ebet na zisakr ebet evel Ezaü, a werzhas e zroed a vab henañ evit ur meuz.
Rak-se e tleomp en em stagañ startoc’h ouzh an traoù hon eus klevet, gant aon na vefemp kollet en diabell.
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.