Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.
Sant Marc 3:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc’het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar Scribed, pere a oa diskennet euz a Jerusalem, a lavare: Possedet eo gant Beelzebul, ha dre brins an drouk‐sperejou eo e kas kuit an drouk‐sperejou. |
Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.
Kriet o deus war-zu ennout hag ez int bet dieubet, lakaet o deus o fiziañs ennout ha n'int ket bet mezhek.
A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.
Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.
Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc’hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac’haat.
Neuze ar Yuzevien a respontas dezhañ: Ha n’hon eus ket lavaret mat penaos out ur Samaritan hag ez eus un diaoul ennout?
Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.