Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Rouned 1:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Akazia a gouezhas dre gael e gambr uhel e Samaria, hag e voe klañv. Hag e kasas kannaded en ur lavarout dezho: It da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evit gouzout hag-eñ e savin eus ar c'hleñved-se.

Ver Capítulo Copiar




2 Rouned 1:2
25 Referencias Cruzadas  

Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.


Kemer ez torn dek baraenn, gwestell hag ur podad mel, kae d'e di, hag e lavaro dit ar pezh a c’hoarvezo d'ar paotr.


Neuze un den a dennas gant e wareg dre zegouezh, hag e tizhas roue Israel etre ar juntoù hag an hobregon. Ar roue a lavaras d'an hini a rene e garr: Distro ha kas ac'hanon er-maez eus an emgannlec'h, rak gloazet on.


Hag Akab a c'hourvezas gant e dadoù. Hag Akazia e vab a renas en e lec'h.


Hag e lavaras dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Peogwir ec'h eus kaset kannaded da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron, evel na vije Doue ebet en Israel evit goulenn digant e gomz, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?


Hag e respontjont: Un den a zo pignet en arbenn deomp hag en deus lavaret deomp: Kit, distroit da gavout ar roue en deus ho kaset, ha lavarit dezhañ: Evel-henn e komz an AOTROU: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa gasez da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron? En abeg da-se, ne ziskenni ket diwar ar gwele ma'z out pignet warnañ, met a-dra-sur e varvi.


O vezañ dilezet holl c'hourc'hemennoù an AOTROU o Doue, graet o doa dezho skeudennoù teuzet, daou leue. Graet o doa Asheraoù, hag azeulet holl arme an neñvoù, ha servijet Baal.


Ar rivin, ha n'eo ket evit an den drouk? Ar gwalleur, ha n'eo ket evit ar vicherourien a zireizhder?


Va muiañ-karet a zo evel ar c'hazelenn pe evel hini bihan an heizez. Setu, en em zalc'h a-drek hor mogerioù, emañ o sellout dre ar prenestroù, oc'h evezhiañ dre ar gael.


Spered an Ejipt a vanko en he c'hreiz, hag e tistrujin he c'huzul; hag e c'houlennint alioù digant an idoloù, an divinourien, ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien.


Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.


Doueoù ar broadoù hag a zo bet distrujet gant va zud-kozh, Gozan, Charan, Rezef, mibien Eden a oa e Telasar, ha dieubet o deus anezho?


ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.


A-walc’h eo d’an diskibl bezañ evel e vestr ha d’ar mevel bezañ evel e aotrou. Mar o deus galvet mestr an tiegezh Beelzebul, pegement muioc’h ne c’halvint ket tud e diegezh.


Hag ar skribed diskennet eus Jeruzalem, a lavaras: Dalc’het eo gant Beelzebul. Kas a ra kuit an diaouled dre briñs an diaouled.


Met lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul priñs an diaouled eo e kas an diaouled kuit.


Un den yaouank anvet Eutikuz, azezet war ar prenestr, a oa bec’hiet gant ar c’housked e-pad prezegenn hir Paol. Eñ a voredas hag a gouezhas eus an trede solieradur d’an traoñ, hag e voe savet marv.


hag en em astenne an harz e tu hanternoz Ekron, hag ez ae da gavout Shikron, hag e tremene dre venez Baala, hag ez ae da Jabneel, hag an harz a zeue d'ar mor.


Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennañ Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.


Mamm Sisera a selle dre ar prenestr, hag e krie a-dreuz ar gael: Perak e tale e garr da erruout? Perak ez a e girri ken gorrek?


Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos