Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Sant Marc 3:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Andrev; Filip; Bartolome; Mazhev; Tomaz; Jakez mab Alfe; Tadde; Simon ar C’hananead; Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag Andre, Philip, Barthelemi, Maze, Thomas, Jakes mab Alfe, Tadde, Simon ar C’hananead, ha Juda Iscariot, |
Ha n’eo ket mab ar c’halvez? Ha n’eo ket Mari eo e vamm? Jakez, Jozez, Simon ha Jud, ha n’int ket e vreudeur?
Pa’z eas Jezuz ac’hane, e welas un den anvet Mazhev, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Eñ, o vezañ savet, en heulias.
En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Sevel a reas hag en heulias.
Jakez mab Zebedea, ha Yann breur Jakez, ma roas an anv a Voanergez dezho, da lavarout eo mibien ar c’hurun;
Ha n’eo ket eñ ar c’halvez, mab Mari, breur Jakez, Jozez, Jud ha Simon? E c’hoarezed, ha n’emaint ket amañ en hon touez? Hag e kavent tamall ennañ.
Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ.
Neuze Tomaz galvet Didim a lavaras d’an diskibien all: Deomp, ni ivez, evit mervel gantañ.
Judaz, nann an Iskariod, a lavaras dezhañ: Aotrou, a-belec’h e teu ma en em ziskouezi deomp ha nann d’ar bed?
Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Goude m’o doe paouezet da gomz, Jakez a gemeras ar gomz hag a lavaras: Tud breudeur, selaouit ac’hanon.
An deiz war-lerc’h, Paol a yeas ganeomp da di Jakez; an holl henaourien a zastumas eno.
Ha n’hon eus ket ar gwir da gas ganeomp ur c’hoar a vefe hor pried, evel ma ra an ebestel all ha breudeur an Aotrou ha Kefaz?
ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.
Jakez, servijer Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist, d’an daouzek meuriad a zo stlabezet: Salud!
Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d’ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist: