met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,
Sant Marc 2:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar Farizianed a lavaraz dezhan: Sell, perag e reont‐hi ar pez n’eo ket permetet en deiziou ar Sabbat? Mes hen a lavaraz dezhe: |
met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,
Al labour a vo graet e-pad c'hwec'h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh santelaet evit an AOTROU . Piv bennak a raio ul labour e deiz ar sabad a vo lakaet d'ar marv.
Eürus an den a ra an traoù-se hag ar mab-den en em stag outo, o virout ar sabad hep e zisakrañ, hag o herzel e zaouarn d'ober droug.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: D'ar spazhidi hag a vir va deizioù sabad hag a zibab ar pezh a blij din hag en em stag ouzh va emglev,
Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
Ar farizianed, o welout kement-se, a lavaras dezhañ: Setu, da ziskibien a ra ar pezh n’eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d’e ziskibien: Perak e tebr hag ec’h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
Eñ a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p’en doa ezhomm ha p’en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?
Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.