Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Hebreed 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Rag‐se, considerit ervad an hini hen deuz gouzanvet eun hevelep enebiez a‐berz ar bec’herien, evit ne gwezot ket, o lezel hoc’h eneou da zemplaad.

Ver Capítulo Copiar




Hebreed 12:3
46 Referencias Cruzadas  

Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.


An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.


Mab an den a zo deuet, o tebriñ hag oc’h evañ, hag e lavaront: Setu un debrer hag un ever, ur mignon d’ar bublikaned ha d’ar bec’herien. Met ar furnez a zo bet reishaet gant he bugale.


Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.


Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc’hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.


Jezuz a yeas en templ hag, e-pad ma kelenne, ar veleien vras hag henaourien ar bobl a zeuas da lavarout dezhañ: Dre beseurt galloud e rez an traoù-se, ha piv en deus roet dit ar galloud-se?


hag a glaskas kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl a gemere anezhañ evit ur profed.


Neuze ar farizianed a yeas d’en em guzuliañ war an doare d’e dapout en e gomzoù.


Aet e oa d’un deiz sabad e ti unan eus pennoù ar farizianed evit debriñ bara, hag e sellent outañ.


Ar farizianed hag ar skribed a c’hrozmole, o lavarout: Hemañ a zegemer pec’herien hag a zebr ganto.


Ar farizianed, hag a oa tud pizh, a selaouas kement-se hag a reas goap anezhañ.


Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.


Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?


Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?


P’en doa lavaret kement-se, unan eus ar serjanted a oa eno a roas ur c’harvanad da Jezuz en ur lavarout: Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur?


Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d’ar marv, dre m’en doa graet kement-se d’an deiz sabad.


Bez’ e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.


Hag ar farizianed a lavaras dezhañ: Te a ro testeni ac’hanout da-unan, da desteni n’eo ket gwirion.


Neuze ar Yuzevien a lavaras dezhañ: Bremañ ec’h anavezomp ez eus un diaoul ennout. Abraham a zo marv, ar brofeded ivez, ha te a lavar: Mar mir unan bennak va ger, ne welo biken ar marv.


Neuze e kemerjont mein evit o zeurel gantañ, met Jezuz en em guzhas hag a yeas er-maez eus an templ o tremen dre o c’hreiz, hag evel-se ez eas kuit.


Hiniennoù eus ar farizianed a oa gantañ, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Ha ni, ha dall omp ivez?


Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.


Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.


Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.


N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.


Lavarout a raio: Selaou, Israel! Mont a reot hiziv d'ar brezel a-enep hoc'h enebourien. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet, n'ho pet ket aon, na grenit ket, na vezit ket spontet dirazo,


Met c’hwi, breudeur, na skuizhit ket oc’h ober ar mad.


o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.


hag ankounac’haet hoc’h eus an ali roet deoc’h evel da vibien: Va mab, na zispriz ket kastiz an Aotrou ha na goll ket kalon pa rebech ac’hanout,


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


eñ, dismegañset, na rente dismegañs ebet, gwallgaset, na rae gourdrouz ebet met en em lakae dindan an hini a varn gant reizhder,


Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.


Doujit hepken an AOTROU ha servijit-eñ e gwirionez hag a holl galon, rak gwelit an traoù bras en deus graet en ho keñver.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos