Sant Marc 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac’hanon. Sevel a reas hag en heulias. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag en eur dremen, e velaz Levi, mab Alfe, azezet en bureo ar c’hargou; hag e lavaraz dezhan: Deuz var va lerc’h. Hag hen a zavaz, hag a heulliaz anezhan. |
Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.