Sant Marc 15:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Abeg e gondaonidigezh a oa lakaet dre ar skrid-mañ: ROUE AR YUZEVIEN. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar sujet euz he gondaonation a oa scrivet evel‐hen: ROUE AR JUDEVIEN. |
Kalon ar roue a zo e dorn an AOTROU evel un dour-red, he zreiñ a ra da gement a fell dezhañ.
Met evel-se n'emañ ket he c'hoant, evel-se n'emañ ket soñj he c'halon. En he c'halon e soñj distrujañ ha kas da get broadoù e-leizh,
Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.
Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.
en ur lavarout: Pelec’h emañ an hini a zo ganet da roue d’ar Yuzevien? Rak gwelet hon eus e steredenn er sav-heol ha deuet omp d’e azeuliñ.
Lakaat a rejont a-us d’e benn abeg e gondaonidigezh dre ar skrid: HEMAÑ EO JEZUZ, ROUE AR YUZEVIEN.
Pilat a c’houlennas outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
Ra ziskenno ar C’hrist, roue Israel, bremañ eus ar groaz, abalamour deomp d’e welout ha ma kredimp. Hag ar re a oa kroazstaget gantañ a lavare ivez dismegañsoù dezhañ.
Met an AOTROU da Zoue ne fellas ket dezhañ selaou Balaam, hag an AOTROU da Zoue a droas evidout ar vallozh e bennozh, dre ma kar ac'hanout an AOTROU da Zoue.