La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 15:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.

Ver Capítulo



Sant Marc 15:19
32 Referencias Cruzadas  

Adalek m'en doa klevet servijer Abraham ar c'homzoù-se, e stouas d'an douar dirak an AOTROU.


Lavarout a rejont: Da servijer, hon tad, a zo yac'h, bev eo c'hoazh. Hag e plegjont hag e stoujont.


Met miret em eus seizh mil den en Israel, an holl c'hlinoù n'o deus ket pleget dirak Baal, hag an holl c'henaouioù n'o deus ket poket outañ.


Ha mat ez afe ganeoc'h ma furchfe ac'hanoc'h? Evel ma toueller un den, hag e touellfec'h anezhañ?


Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant, met bet on an abeg d'o goap.


Touet em eus drezon va-unan, hag ar gomz deuet eus va genoù a zo gwirion, ne vo ket torret: Pep glin a blego ha pep teod a douo dirazon.


Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.


Kinniget em eus va c'hein d'ar re a skoe ganin, ha va divjod d'ar re a denne va barv, ne'm eus ket harzet va dremm ouzh an dismegañsoù hag ar c'hrañchadoù.


Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,


Bremañ dastum da vagadoù, merc'h ar bagadoù. Lakaet eo ar seziz a-enep deomp. Gant ar wialenn e skoont war jod barner Israel.


O vezañ krañchet outañ, e kemerjont ar gorzenn hag e skojont ganti war e benn.


Goap a raint anezhañ, e skourjezañ a raint, e krañchint outañ hag e lakaint anezhañ d’ar marv, hag ec’h adsavo a varv d’an trede deiz.


Hiniennoù en em lakaas da grañchat outañ, da c’holeiñ e zremm ha da reiñ dezhañ taolioù-dorn o lavarout dezhañ: Diougan! Hag ar vevelien a roe karvanadoù dezhañ.


En em lakajont d’e saludiñ: Salud, Roue ar Yuzevien!


Goude bezañ graet goap anezhañ, e lamjont al limestra diwarnañ, e wiskjont dezhañ e zilhad en-dro hag e kasjont anezhañ evit e stagañ ouzh ar groaz.


Respont a reas dezho: Gwir eo penaos Elia a dle dont da gentañ hag adlakaat pep tra, ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo skrivet diwar e benn, a dle gouzañv kalz a draoù ha bezañ disprizet?


An dud a zalc’he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ.


Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.


Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ


Met peseurt respont a reas Doue dezhañ? Miret em eus din seizh mil den n’o deus ket pleget o glin dirak Baal.


evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar,


Deomp eta d’e gavout er-maez eus ar c’hamp, o tougen e zismegañs.