Enorit ar mab, gant aon na zeufe droug ennañ ha na marvfec'h en hoc'h hent, pa entano e gounnar a-greiz-holl. Eürus eo an holl re a laka o fiziañs ennañ!
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.
Ha bremañ e kendalc'hont da bec'hiñ, gant o arc'hant o deus graet skeudennoù teuzet, idoloù hervez o ijin ha n'int nemet labour a vicherourien. Diwar o fenn e lavaront: Ra boko d'al leueoù ar re a aberzh!