Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 15:19 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

19 Hag e skoent var he ben gant eur gorzen, hag e cranchent outhan, hag o taoulina, e stouent dirazhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Hag e skojont war e benn gant ur gorzenn, e krañchjont outañ hag, o plegañ o glin, e stoujont dirazañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 15:19
32 Referencias Cruzadas  

Hag o cranchat outhan, e kemerent ar gorzen, hag e skoent ganthan var he ben.


Ober a raint goab anezhan, hag e skourjezint anezhan, hag e cranchint ouz he vizach, hag hen lakaint d’ar maro; mes an trede deiz e resussito.


Hag hinienou a gommansaz da granchad outhan, hag o veza goloet he vizach, e roent crabanadou dezhan, en eur lavaret: Difin! Hag ar serjanted a skoe varnezhan gant bizier.


Hag e commansjont da zaludi anezhan, en eur lavaret: Salud, roue ar Judevien!


Goude beza great goab anezhan, e lamjont ar vantel pourpr divarnezhan, hag o veza gwisket anezhan gant he zillad he‐unan, e kasjont anezhan ganthe evit hen crucifia.


Hen a respontaz: Gwir eo penaos Elias a dle dond da genta hag e reizo a‐nevez an holl draou; ha penaos Mab an den, hervez ma’z eo scrivet divar he ben, a dle souffr kalz, ha beza disprizet.


Hogen, an dud a oa crog en Jesus, a rea goab anezhan, hag a skoe ganthan;


Mes Herodes koulz hag he zoudarded hen tretaz gant disprijans; hag evit ober goab anezhan, e lekeaz hen gwiska gant eur zae gaer, hag hen kassaz da gavout Pilat.


Ar zoudarded ive, o tostaad evit kinnig dezhan gwin‐egr, a rea goab anezhan, hag a lavare:


Mes pe seurt respont a reaz Doue dezhan? Miret em euz evidoun va‐unan seiz mil den, pere n’ho deuz ket pleget ho glin dirag Bahal.


evit ma teuio peb glin da blega en hano Jesus, en env, ha var an douar, ha dindan an douar,


Deomp eta er meaz euz a leur‐gear, evit mond d’he gaoud, o tougen he zismegans.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos