Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Sant Marc 14:62 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Emaon. Ha gwelout a reot Mab an den azezet a-zehou d’ar galloud hag o tont war goabr an neñv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a lavaraz: Bez’ ez oun; ha c’houi a velo Mab an den azezet a‐zeo d’ar galloud euz a Zoue, hag o tond var goabrennou an env. |
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Neuze sin Mab an den en em ziskouezo en neñv, holl bobloù an douar a glemmo, hag e welint Mab an den o tont war goabr an neñv gant galloud ha gant ur gloar bras.
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Jezuz a voe kaset dirak ar gouarnour. Ar gouarnour a reas ar goulenn-mañ outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Te en lavar.
Pilat a c’houlennas outañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Jezuz a respontas dezhañ: Te en lavar.
An Aotrou, goude bezañ komzet outo, a voe savet en neñv hag ec’h azezas en tu dehou da Zoue.
Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez’ out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
Hemañ a zo splannder skedus e c’hloar hag heñvelder e bersonelezh, derc’hel a ra an holl draoù dre e c’her galloudek. Eñ en deus graet e-unan ar c’hlanidigezh eus hor pec’hedoù hag a zo en em azezet a-zehou d’ar Veurdez doueel el lec’hioù uhel meurbet.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,
Met setu an emglev a rin gant ti Israel: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o soñjoù hag e skrivin anezho war o c’halonoù, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
Rak n’eo ket oc’h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc’h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
Setu, emañ o tont war ar c’hoabr, ha pep lagad a welo anezhañ, zoken ar re o deus e doullet. Holl veuriadoù an douar a hirvoudo abalamour dezhañ. Ya. Amen.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.