Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
Sant Marc 14:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Jesus, o komz outhe, a lavaraz: C’houi a zo deuet gant klezeier ha bizier da gregi enoun, evel en eul laer. |
Evel ma komze c’hoazh, setu Judaz, unan eus an daouzek, a zeuas ha gantañ ur vandenn vras a dud gant klezeier ha gant bizhier, a-berzh ar veleien vras hag henaourien ar bobl.
D’an ampoent-se Jezuz a lavaras d’ar vandenn-se: Deuet oc’h er-maez evel war-lerc’h ul laer, gant klezeier ha gant bizhier, evit kregiñ ennon. Bemdez e oan azezet en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret.
Unan eus ar re a oa eno a dennas e gleze, a skoas ur servijer eus ar beleg-meur hag a droc’has e skouarn dezhañ.
Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret, met bez’ eo evit ma vo ar Skriturioù peurc’hraet.
Hag e lavaras: Perak e red va aotrou war-lerc'h e servijer? Petra am eus graet? Peseurt fallentez a zo em daouarn?