Absalom a lavaras da Hushai: Honnezh eo ar garantez ac'h eus evit da vignon? Perak n'out ket aet gant da vignon?
Sant Marc 14:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Simon, kousket a rez! Ne’c’h eus ket gallet beilhañ un eur? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dond a reaz neuze d’ho c’havoud hag ho c’havaz kousket; hag e lavaraz da Ber: Simon, choumet oud kousket! n’ec’h euz ket eta gallet beillia eun heur? |
Absalom a lavaras da Hushai: Honnezh eo ar garantez ac'h eus evit da vignon? Perak n'out ket aet gant da vignon?
Mar ec'h eus redet gant troadeien ha ma'z out skuizhet, penaos e c'helli kenstrivañ gant kezeg? Ha mar n'out e surentez nemet en un douar sioul, petra a ri dirak lorc'hentez ar Jordan?
Neuze ar sturier a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Perak e kouskez? Sav ha kri da'z Toue! Marteze e soñjo ennomp, ha ned aimp ket da goll.
Dont a reas da gavout an diskibien hag o c’havas kousket, hag e lavaras da Bêr: Ha n’hoc’h eus ket gallet beilhañ un eur ganin?
Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c’hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Beilhit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur, ar spered a zo buan met ar c’hig a zo dinerzh.
Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.