Sant Marc 14:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vont un tamm a-raokoc’h, en em stouas d’an douar en ur bediñ, mar befe posupl, ma pellaje an eur-se dioutañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza eat eun neubeud pelloc’h, hen n’em brosternaz d’an douar, en eur bedi ma’z aje, mar d’oa possubl, an heur‐ze pell diou‐than. |
Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken!
O vont un tamm a-raokoc’h, en em daolas war e c’henoù d’an douar hag e pedas o lavarout: Va Zad, ma pellaio an hanaf-se diouzhin mar gell-se bezañ! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Neuze e teuas da gavout e ziskibien hag e lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! Setu, an eur a zo tost ha Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.
Dont a reas evit an trede gwech hag a lavaras dezho: Kouskit bremañ ha diskuizhit! A-walc’h eo! An eur a zo deuet. Setu, Mab an den a zo droukroet etre daouarn ar bec’herien.
Stouet em eus dirak an AOTROU, evel diagent, daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh hep debriñ bara hag hep evañ dour, en abeg d'an holl bec'hedoù ho poa graet, oc'h ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU, evit e fuloriñ.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,
ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.