2 Danevelloù 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned3 Holl vibien Israel a welas an tan ha gloar an AOTROU o tiskenn war an ti, hag e plegjont, o dremm d'an douar war al leur, hag e stoujont, hag e veuljont an AOTROU, o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! Ver Capítulo |
ha pa voe unanet, evel un den hepken, ar re a sone an trompilhoù gant ar re a gane, o reiñ da glevout o mouezhioù a-unvan evit meuliñ ha trugarekaat an AOTROU, gant son an trompilhoù, ar simbalennoù hag ar binvioù all, hag o veuliñ an AOTROU o lavarout: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken! e c'hoarvezas ma voe leuniet ti an AOTROU gant ur goabrenn.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.