Ar seizh buoc'h vrav a zo seizh vloaz hag ar seizh tañvouezenn vrav a zo seizh vloaz: un hevelep huñvre eo.
Sant Marc 14:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf. |
Ar seizh buoc'h vrav a zo seizh vloaz hag ar seizh tañvouezenn vrav a zo seizh vloaz: un hevelep huñvre eo.
Hag e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war ar geot, kemer a reas ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, hag an diskibien d’ar bobl.
Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.
Kemer a reas ivez an hanaf ha, goude bezañ trugarekaet, en roas dezho hag ec’h evjont holl dioutañ.
Jezuz a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sevel e zaoulagad etrezek an neñv, e vennigas, e torras ar baraoù hag o roas d’e ziskibien, evit m’o rojent d’ar bobl. Lodennañ a reas ivez an daou besk kenetrezo holl.
Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc’h,
Evel ma oa ouzh taol ganto, e kemeras ar bara hag e trugarekaas. O vezañ e dorret, e roas anezhañ dezho.
Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d’al lec’h m’o doa debret ar bara goude m’en doe an Aotrou trugarekaet.
hag o deus evet holl eus an hevelep evaj speredel, rak evañ a raent eus ar roc’h speredel a heulie anezho, hag ar roc’h-se a oa Krist.
rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.