La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Marc 14:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mab an den evit‐gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den; gwell e vije d’an den‐ze na vije ket bet ganet.

Ver Capítulo



Sant Marc 14:21
28 Referencias Cruzadas  

Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.


Ni a gave plijadur o komz asambles, ni a yae da di Doue gant an engroez.


Evel ma'z eo bet souezhet kalz a dud ouzh da welout, kement e oa disneuziet e zremm e-keñver hini un den, hag e stumm e-keñver hini mab un den,


Dek sizhunvezh ha tri-ugent a zo divizet war da bobl ha war da gêr santel evit terriñ an disentidigezh, evit lakaat termen d'ar pec'hedoù, evit ober dic'haou evit an direizhder, evit degas ar reizhder peurbadus, evit siellañ ar weledigezh hag ar brofediezh, evit oleviñ Sant ar sent.


Goude an div sizhun ha tri-ugent, ar Mesiaz a vo lamet, met ne vo ket evitañ e-unan. Distrujet e vo kêr hag ar santual gant pobl ur mestr a zeuio, hag he diwezh a c'hoarvezo gant ul liñvadenn; ar glac'haroù a zo merket betek dibenn ar brezel.


Kleze, dihun a-enep va mêsaer, a-enep an den a zo kar din, eme AOTROU an armeoù, sko gant ar mêsaer, hag an deñved a vo stlabezet, hag e troin va dorn a-enep ar re vihan.


Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Eñ a respontas dezho: Unan eus an daouzek eo ha lakaat a ra e zorn er plad ganin.


Evel ma tebrent, Jezuz a gemeras bara ha, goude bezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Kemerit, debrit, hemañ eo va c’horf.


Bemdez e oan en ho touez, o kelenn en templ, ha n’hoc’h eus ket va c’hemeret, met bez’ eo evit ma vo ar Skriturioù peurc’hraet.


Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma’z eo merket, met gwalleur d’an den-se ma’z eo droukroet drezañ!


Hag e lavaras dezho: Setu ar pezh am eus lavaret deoc’h pa oan c’hoazh ganeoc’h: ret eo ma vefe peurc’hraet kement a zo skrivet diwar va fenn e lezenn Moizez, er brofeded hag er Salmoù.


Goude-se, Jezuz, o welout penaos e oa kaset holl da benn, a lavaras, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur: Sec’hed am eus.


da gaout lod er ministrerezh hag en abostolerezh-mañ en deus dilezet Judaz evit mont en e lec’h.


an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.


Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet