Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 14:21 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Mab an den evit‐gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den; gwell e vije d’an den‐ze na vije ket bet ganet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Mab an den evit gwir a ya hervez ar pezh a zo skrivet anezhañ, met gwalleur d’an den ma’z eo droukroet gantañ. Gwelloc’h e vije d’an den-se na vije biken bet ganet.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 14:21
28 Referencias Cruzadas  

Penaos eta e vefe neuze accomplisset ar Scrituriou, pere a lavar ez eo red e c’hoarvezfe an traou‐man holl.


Mes an holl draou‐man a zo c’hoarvezet, evit ma vije accomplisset ar pez ho deuz scrivet ar brofeted. Neuze an diskibien holl hen dilezaz, hag a dec’haz kuit.


Hen a respontaz dezhe: Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad.


Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret: Kemerit, debrit, he‐man eo va c’horf.


Bemdez e oann en ho touez, o kelen ebarz an templ, ha n’hoc’h euz ket croget enoun; mes kement‐man a c’hoarvez evit ma vezo accomplisset ar Scrituriou.


Evit ar pez a zell Mab an den, mond a ra kuit, hervez ar pez a zo bet merket; mes malheur d’an den‐ze gant pehini eo trahisset.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


Goude‐ze, Jesus, o velet e oa peur‐c’hreat pep tra, evit ma vije accomplisset ar Scritur, a lavaraz: Sec’hed em euz.


evit ma hen devezo lod er garg hag en abostolach hen deuz Judas dilezet evit mond d’al leac’h ma c’happarchant outhan.


ar Jesus‐se, livret dre ar volontez ferm a Zoue hag hervez he anaoudegez euz ar pez a dlie c’hoarvezout, croget hoc’h euz enhan, ha goude beza hen staget ouz ar groaz dre zaouarn an dud fall, hoc’h euz lakeat anezhan d’ar maro.


Rag Herodes ha Pons‐Pilat, gant ar Jentiled hag ar bobl a Israel, a zo en em assamblet a‐enep da Vab santel Jesus, pehini ec’h euz eoliet,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos