D'ar miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e tebrot bara hep goell betek an unanvet deiz warn-ugent eus ar miz, da noz.
Sant Marc 14:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar c’hentañ deiz eus ar bara hep goell, pa aberzhed ar Pask, e ziskibien a lavaras dezhañ: Pelec’h e c’hoantaez ez afemp da gempenn dit ar pezh a zo ret evit debriñ ar Pask? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) An deiz kenta euz ar baraou hep goell, en amzer ma sacrifient ar Pask, he ziskibien a lavaraz dezhan: E pe leac’h e fell d’id ez afemp da brepari ar pez a zo ezom evit debri ar Pask? |
D'ar miz kentañ, d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e tebrot bara hep goell betek an unanvet deiz warn-ugent eus ar miz, da noz.
Hag e virot anezhañ betek ar pevarzekvet deiz eus ar miz-mañ, hag holl vodadenn Israel dastumet en lazho etre an daou abardaez.
En noz-se, e tebrint ar c'hig anezhañ rostet en tan; e zebriñ a raint gant bara hep goell ha gant louzoù c'hwerv.
Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.
Jezuz a respontas dezhañ: Na harz ket-se bremañ, rak evel-se eo e tere ouzhimp peurober pep reizhder. Neuze en lezas d’ober.
Gouel ar Pask hag ar bara hep goell a dlee bezañ daou zevezh goude. Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da gregiñ ennañ dre droidell ha d’e lakaat d’ar marv.
O vezañ e selaouet, e voent laouen hag e prometjont reiñ arc’hant dezhañ. Hag e klaskas an tu dereat d’e zroukreiñ.
Neuze e kasas daou eus e ziskibien hag e lavaras dezho: It e kêr hag e kavot un den o tougen ur podad dour, it war e lerc’h.
Met pa’z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,
Ne c'helli ket aberzhiñ ar Pask en ur gêr bennak eus al lec'hioù a roio dit an AOTROU da Zoue,