Sant Marc 13:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bezit war evezh, beilhit ha pedit, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio an amzer-se. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Likit evez, veillit ha pedit; rag na ouzoc’h ket peur e teuio an amzer‐ze. |
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
o lakaat evezh na ziouerfe den eus gras Doue. Ra ne vounto gwrizienn c’hwerv ebet en diavaez d’ho trubuilhañ, gant aon na vefe kalz lousaet gant kement-se,
Bezit poellek, beilhit, rak hoc’h enebour an diaoul a dro war ho tro evel ul leon o yudal, o klask piv a c’hello lonkañ.
Setu, e teuan evel ul laer. Eürus an hini a veilh hag a ziwall e zilhad, evit na gerzho ket en noazh ha na vo ket gwelet e vezh.
Bez evezhiek ha kreñva ar pezh a chom hag a ya da vervel, rak ne’m eus ket kavet da oberoù peurvat dirak Doue.