Sant Marc 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel ma oa azezet war Venez an Olived dirak an templ, Pêr, Jakez, Yann hag Andrev a c’houlennas a-du digantañ: Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa edo azezet var menez Olived, dirag an templ, Per, Jakes, Ian hag Andre a reaz a‐gostez ar goulen‐man diganthan: |
Neuze Jezuz, o vezañ kaset kuit ar bobl, a zeuas en ti. E ziskibien a dostaas outañ, o lavarout: Displeg deomp parabolenn dreog ar park.
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann e vreur, hag o c’hasas a-du war ur menez uhel.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
Hag evel ma oa azezet war Venez an Olived, an diskibien a dostaas outañ a-du, o lavarout: Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an traoù-se, ha pehini e vo ar sin eus da zonedigezh hag eus fin ar bed?
Jakez ha Yann, mibien Zebedea, a zeuas d’e gavout hag a lavaras dezhañ: Mestr, ni a garfe e rafes deomp ar pezh a c’houlennimp ouzhit.
Lavar deomp pegoulz e c’hoarvezo an holl draoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest d’en em gavout?
C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c’hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.