Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Sant Marc 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar winierien-mañ a lavaras etrezo: Setu an heritour, deuit, lazhomp anezhañ hag an hêrezh a vo deomp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ar verourien‐ze a lavaraz etrezhe: He‐man eo an heritour; deuit, lazomp anezhan, hag he heritach a vezo deomp‐ni. |
Hag e lakain enebiezh etre te hag ar wreg, etre da lignez hag he lignez: houmañ a friko dit da benn, ha te he flemmo en he seul.
Bremañ eta, deuit, lazhomp anezhañ ha taolomp eñ en ur puñs bennak, hag e lavarimp en devo debret anezhañ ul loen gouez. Hag e welimp petra a zeuio da vezañ e huñvreoù.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Da amzer ar frouezh e kasas e servijerien etrezek ar winierien evit resev frouezh e winieg.
Klask a rejont kregiñ ennañ, met aon o doe rak ar bobl. Anavezout a rejont mat en doa lavaret ar barabolenn-se a-enep dezho. Hag e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
Da ziwezhañ, o kaout ur mab a gare kalz, e kasas anezhañ dezho, en ur lavarout: Doujañ a raint va mab.
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!
Pehini eo ar profed n’o deus ket ho tadoù heskinet? Lazhet o deus ar re o doa diouganet donedigezh ar Reizh, an hini hoc’h eus droukroet bremañ hag hoc’h eus drouklazhet.
en deus komzet ouzhimp en amzer diwezhañ-mañ dre e Vab, a zo bet lakaet gantañ da heritour war an holl draoù, drezañ ivez en deus krouet ar bed.