O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,
Sant Marc 12:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak holl o deus lakaet eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement he doa, kement holl a oa chomet ganti evit bevañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag holl ho deuz taolet ebarz euz ar pez ho doa a re; mes hou‐man he deuz taolet ebarz euz ar pez a oa necesser dezhi, kement a oa choumet ganthi evit beva. |
O vezañ galvet e ziskibien, e lavaras dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus roet muioc’h eget ar re all holl o deus lakaet en teñzor,
Graet he deus ar pezh a oa en he galloud, porfumet he deus dre ziaraok va c’horf evit ar beziadur.
An hini yaouankañ a lavaras d’an tad: Tad, ro din al lodenn eus ar madoù a dle degouezhout din. Hag e lodennas dezho e vadoù.
Ha pa’z eo deuet en-dro ar mab-mañ dit, an hini en deus debret da vadoù gant gisti, ec’h eus lazhet al leue lart evitañ!
Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,
Ne vo ket kemeret e gouestl an daou vaen eus ur vilin, nag ar maen-reder, dre ma vefe kemer e gouestl ar vuhez hec'h-unan.
Mar en deus unan bennak madoù ar bed-mañ hag, o welout e vreur en ezhomm, e serr outañ e galon, penaos e chomfe karantez Doue ennañ?