Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl
Sant Marc 12:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o welout en doa respontet gant furnez, a lavaras dezhañ: N’out ket pell diouzh rouantelezh Doue. Ha neuze den ne gredas mui ober goulenn ebet outañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus, o velet hen doa respontet gant furnez, a lavaraz dezhan: N’oud ket pell euz a rouantelez Doue. Ha den na grede mui interroji anezhan. |
Met Jezuz, o c’houzout kement-se, en em dennas ac’hane. Kalz a dud a yeas war e lerc’h. Eñ o yac’haas holl
ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,
Ha den ne c’hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.
Ra vo atav ho komz leun a c’hras ha temzet gant holen, en un doare da c’houzout respont da bep hini evel ma’z eo dleet.